Baptiste est en formation longue pour apprendre le breton. Il est venu faire un stage à la ferme pour parler breton et partager notre quotitien pendant une semaine. Voici son compte-rendu, en breton bien sûr!
Baptiste a zo deuet d’ober ur staj e Feurm al Leukêr. Setu e renta-kont :
« Mat tre e oa paseet ar sizhun en ti-feurm gant Marie-Christine ha Jean-Marc. Graet hor boa war dro al loened bemdez. Kribet hor boa ar saout bep mintin. Kerc’het hor boa foenn bep mintin ha bep noz. Laket hor boa ar saout er park hag an azened ivez. Digoret hor boa ar gloued evit an deñved. Laket hor boa ar greun evit ar yer.
Ar boued a zo mat el Leûker. Tout a vez fardet gant Marie-Christine pe Jean-Marc ha mat eo.
Aet e oamp d’an ti adimplij ha d’al laztezerezh ur wech renket ar silo hag ar c’harrdi ganeomp. Savet hon eus ar chafod e-barzh ar c’harrdi evit dresañ framm an doenn. Troc’het hor boa ar brankoù evit kempenn ur gloued vrein. Gwelc’het em boa bouteilhoù evit lakat chouchenn e-barzh. Tanvet hor boa ar chouchenn ha mat e oa.
Goroet o doa bep noz ar saout gant an dorn. Pegen sioul eo evit ar spered gwelout al loened debriñ.
Goroet em boa Houidi ur wech. Fardet en doa Jean-marc fourmaj-laezh gant al laezh. pegent mat !
Sonet am boa gant bouest an diaoul hag un handpan, ur seurt taboulin. Kanet hon boa gant Marie-Christine ha Jean-marc. Selaouet em boa anezho o kanañ hag o seniñ gant o mignoned.
Baleet em boa un tammig en draonienn. Paseet e oan hebiou ar gwenan dindan an heol .
An abadenn a oa mat-tre. Chichant eo Marie-Christine ha Jean-Marc. Dedenus-tre eo ar vuhez en ti feurm. »